14/05/2016

Priz sonerezh Produet e Breizh : trugarez deoc’h.

Trugarez bras d’an holl o deus kemeret an amzer da votiñ evidomp ‘vit Priz Sonerezh Produet e Breizh. Dre zichañs ha daoust d’an toullad tud o deus votet, liket ha rannet n’omp ket bet trec’h : mankout a rae un nebeudig a vouezhioù nemetken. Setu ni erruet en eil plas just a-dreñv ar strollad Republik. Gourc’hemennoù dezho neuze !

Pedet omp memestra da seniñ asambles gant al loreidi ‘vit nozvezh gentañ Gouel Etrekeltiek an Oriant d’ar 5 a viz Eost.

Da c’hortoz emgav a roomp deoc’h fenoz e Plabenneg ‘vit fest-noz 20 vloaz ar skol Diwan ha warc’hoazh e Roazhon ‘vit “fous de danse” . Trugarez c’hoazh !

13227588_1108007489238628_7961088696274358488_o