Currently browsing Keleier
Talm ur galon – pladenn nevez – 08/04/2022
Dindan ur gouloù nevez-flamm ha dic’hortoz-krenn ec’h en em ziskouez amañ strollad ardamezus an treant mod Breizh. Ha brav-eston e teu gantañ pa zeu a-benn da gas da benn taolioù-arnod en ur chom troet war-zu ur publik ledan. Kemer a ra perzh gant livioù lemm, en e vod dezhañ e-unan, e identelezh sonerezh Breizh a-vremañ.
Produiñ : Paker Prod
Skignañ : Coop Breizh / Believe
2022 : “Talm ur galon” – ur bladenn hag un abadenn nevez
Bloavezh mat !
Setu keloù fresk da gregiñ gant ar bloavezh 2022 !
Hor bladenn nevez a zo prest, embannet e vo d’an 08 a viz Ebrel o tont !
Re abred eo c’hoazh evit lavaret deoc’h hiroc’h. Da c’hortoz, setu ur poltred kazetenn nevez bet tapet gant daoulagad Eric Legret.
O labourat war an abadenn da zont “Talm ur galon” emaomp er mare-mañ. Degemeret omp bet e Amzer Nevez e Plañvour, en Novomax e Kemper hag er Sémaphore e Trebeurden ‘vit poent. Tro hon eus bet da labourat war tonioù ar bladenn ‘vit al leurenn ha da sevel lod all. Er sizhunvezhioù o tont e vo labouret war ar son, al leurenniañ hag ar gouleier e salioù ar Roudour e St-Martin-war-ar-maezh, leurenn Glenmor Karaez ha Novomax Kemper.
Pladenn nevez Startijenn « Talm ur galon »
er stalioù adalek an 08 a viz Ebrel.
Kentañ abadennoù Startijenn « Talm ur galon » a vo :
Gwener 20 a viz Mae e Amzer Nevez – Plañvour (56)
Sadorn 21 a viz Mae e Studio de l’Ermitage – Pariz (75020)