17/01/2022

2022 : “Talm ur galon” – ur bladenn hag un abadenn nevez

Bloavezh mat !

Setu keloù fresk da gregiñ gant ar bloavezh 2022 !

Hor bladenn nevez a zo prest, embannet e vo d’an 08 a viz Ebrel o tont !

Re abred eo c’hoazh evit lavaret deoc’h hiroc’h. Da c’hortoz, setu ur poltred kazetenn nevez bet tapet gant daoulagad Eric Legret.

O labourat war an abadenn da zont “Talm ur galon” emaomp er mare-mañ. Degemeret omp bet e Amzer Nevez e Plañvour, en Novomax e Kemper hag er Sémaphore e Trebeurden ‘vit poent. Tro hon eus bet da labourat war tonioù ar bladenn ‘vit al leurenn ha da sevel lod all. Er sizhunvezhioù o tont e vo labouret war ar son, al leurenniañ hag ar gouleier e salioù ar Roudour e St-Martin-war-ar-maezh, leurenn Glenmor Karaez ha Novomax Kemper.

Pladenn nevez Startijenn « Talm ur galon »
er stalioù adalek an 08 a viz Ebrel.

Kentañ abadennoù Startijenn « Talm ur galon » a vo :
Gwener 20 a viz Mae e Amzer Nevez – Plañvour (56)
Sadorn 21 a viz Mae e Studio de l’Ermitage – Pariz (75020)

15/10/2021

War al leurenn – Diskar-Amzer 2021

sam 16/10 – Ploumoger (29) – Fest-Noz @ Hangar de Messouflin
dim 31/10 – Langoned (56) – Fest-Noz ZikZH
sam 04/12 – Ambon – Fest-Noz Espace du Lenn
sam 18/12 – Kemper (29) – Cyber Fest-Noz

29/06/2021

Troiad hañv 2021

Adkavit Startijenn war al leurennoù en hañv-mañ :

dim 25/07 – Loon-Plage (59) – Festival Het Lindeboom | Startijenn & Cyril Atef
ven 30/07 – Pontekroaz / Pont-Croix (29) – Fest-noz Diwan
ven 06/08 – An Oriant / Lorient (56) – Festival Interceltique
sam 07/08 – Langoned / Langonnet (56) – Festival Zik Zh
sam 14/08 – St Luner / St Lunaire (35) – Fest-noz
mer 18/08 – Roazhon / Rennes (35) – Mercredis de la harpe
sam 11/09 – Pleskob / Plescop (56) – Fest-noz « Plescop Beach »

Startijenn ©Jérémy Kergourlay
17/06/2021

Livestream – Hands Up for Trad – International Make Music Day

Da genver gouel ar sonerezh e vez kinniget gant ar media eus Bro-Skos Hands Up For Trad un abadenn war eun eus Glasgow e Bro-Skos gant arzourien eus : Bro-Skos, Kembre, Belgia, Sweden, Finland, Island ha Breizh.

Evit Breizh e vo skignet gant Paker Prod abadennoù war eeun eus ar Ceili Pub e Kemper gant ar strolladoù Startijenn ha O’Tridal.

Abadenn STARTIJENN d’al lun 21 aviz Even da 16h20

Muioc’h a ditouroù : Hands Up for Trad’s International music day

11/12/2020

Abadenn TV 31/12/2020

Ar blijadur hon eus bet da vont da seniñ e Roazhon war leurenn ar “Parquet de Bal” evit ur sonadeg 52 munud hag a vo skignet d’an 31/12/2020 war ar chadennoù TV Roazhon, Tébéo, Tébésud.

Trugarez da Skeudenn Bro Roazhon (Festival Yaouank).

07/07/2020

#GlobalMusicMatch

Startijenn eo ar strollad lakaet war wel ar sizhun-mañ evit Global Music Match.

Diwar intrudu Sounds Australia, Showcase Scotland Expo hag East Coast Music Association (ECMA), 13 ajañs ezporzhiañ sonerezhioù eus ar bed a-bezh o deus divizet kenlabourat a-benn kinnig ha lakaat war wel un dibab arzourien.

Setu ur video nevez da ginnig Startijenn en estrenvro, emichañs e roio c’hoant da c’houzout hiroc’h diwar benn hor strollad ha sonerezhioù Breizh.

Trugarez da Spectacle Vivant en Bretagne da vezañ lakaet ac’hanomp ‘barzh ar jeu.