Startijenn & Cyril Atef

Startijenn & Cyril Atef © Samuel Berthet, Gwenael Oillo

Startijenn & Cyril Atef, danvez-tarzh krouet en ur meskañ ar strollad festoù-noz milanavezet gant ur mailh war « jedoniezh an tosañ » : Cyril Atef e anv, gant ar batri, ar vouezh hag an talmoù elektronek.

 

Diwallit ! War gresk ez aio an trañs, kaset da benn gant levezonioù a bep-seurt ha nerzhioù dastumet tro-war-dro gant paotr barrek ar Groove hag ar sonioù hollvedel. (Great Black Music, Afrika, Antilhez, Broioù ar sav-heol, Brezil, Jungle, Rock).

 

Cyril Atef, arzour etrevroadel ampart, a zo gouest da gemer perzh e kement raktres a zo en Underground (Olympic Gramofon, Bumcello ) kement hag er sonerezhioù poblel boutin (-M-, Bernard Lavilliers, Alain Bashung, Salif Keita).

 

Lidet e vo bed ar Fest-Noz en ur mod Funk-Voodou gant sikour ur pezh mell « Sorser-Talmer » trelatet prest da zieubiñ energiezhioù foll an arvesterien !

emgav d’ar sadorn 16 aviz C’hwevrer 2019 e Festival Roue Warok, Pleskob (56) evit an abadenn gentañ.

 

poltred © Samuel Berthet, Gwenael Oillo

Startijenn – Troiad Diskar amzer 2018 #pakertour

07/09 – Marsinne (BE) Folk Festival
22/09 – Kemper (29) 70 vloaz Eostiged ar Stangala
29/09 – Ar Releg-Kerhuon (29) 30 vloaz Skolaj Diwan
05/10 – St Brieg (22) Fest-Noz Diwan
06/10 – Boulvriag (22) Fest-Noz Bagad Boulvriag
20/10 – Melesse (35) Fest-Noz
31/10 – Minieg-Morvan (35) – Dériol’Noz
03/11 – Mesker (44) – L’ArtyMès
09/11 – Brest (29) – Deus’Ta 40 vloaz Diwan Brest
10/11 – Prad (22) – Sortie d’album Le Gall-Carré / Moal
15/12 – Plouizi (22) Fest-Noz
31/12 – Kemper (29) – Fest-Noz Kalanna

T-Shirts & Sweats Startijenn, A L’Aise Breizh

Setu erruet tee-shirtoù & sweats nevez Startijenn, A l’Aise Breizh !

Tu ‘vo deoc’h adkavout anezho e gwerzh war hon stand war hon troaiad hañv.

Mentoù :

  • Bugale : 8 vloaz 10 vloaz, 12 vloaz
  • Merc’hed : S, M, L, XL
  • Paotred : S, M, L, XL, XXL

Dizale e vint lakaet e-gwerzh ivez war hon lec’hienn.

Paker Tour – troiad hañv 2018