07/07/2020

#GlobalMusicMatch

Startijenn eo ar strollad lakaet war wel ar sizhun-mañ evit Global Music Match.

Diwar intrudu Sounds Australia, Showcase Scotland Expo hag East Coast Music Association (ECMA), 13 ajañs ezporzhiañ sonerezhioù eus ar bed a-bezh o deus divizet kenlabourat a-benn kinnig ha lakaat war wel un dibab arzourien.

Setu ur video nevez da ginnig Startijenn en estrenvro, emichañs e roio c’hoant da c’houzout hiroc’h diwar benn hor strollad ha sonerezhioù Breizh.

Trugarez da Spectacle Vivant en Bretagne da vezañ lakaet ac’hanomp ‘barzh ar jeu.