01/03/2016

Aktu miz Meurzh

Trugarez d’an holl o deus respontet deomp evit al live a vo enrollet ganeomp en hañv o tont. Kenderc’hel a reomp da labourat war an tonioù ha mont a ra mat war raok.

Setu deiziadoù miz Meurzh :

sadorn 05/03 : Kawan (22). Fest-Noz Diwan Gwengamp asambles gantLe Bour-Bodros 5tet, Moal & Chaplain, Iffig & Nanda Troadeg
sadorn 12/03 : Cachan (94). 20 vloaz fest-noz Cachan e kompagnunezh Katé Mé, Waf*, les frères Guichen, Pennoù Skoulm, Vincendeau-Felder-Girault, Marchand & Menneteau, Simon & LeBoulanger, Dorn ha dorn.

D’an 20 a viz C’hwevrer paseet hon eus bet ar plijadur da adsoniñ ar grouidigezh El-TaQa e Festival Roue Waroch Pleskob. Un darvoud dreist e voe ‘vidomp rak ne oamp ket sañset da adseniñ an abadenn-se adarre.

Adsonet e vo ganeomp adarre gant Startijenn El-TaQa d’ar gwener 8 a viz Gouere e festival Rudolstadt e-bro Alamagn.