05/02/2016

Pladenn live

War ar bladenn o tont on eus kroget da labourat : divizet hon eus enrollañ ur bladenn live an hañv o tont.

N’eo morse bet enrollet ur bladenn live fest-noz ganeomp ‘vit poent. Araok lidañ hon 20 vloaz e soñj deomp e vefe mat en ober neuze.

Kroget omp da sevel tonioù nevez, setu ma ‘vo ar bladenn-se ouzhpenn ur c’hendastumad tonioù anezho dija. Ul lodenn vras a donioù nevez a vo enrollet ganeomp.

Evit al lodenn all e enrollimp tonioù a sonomp dija. Tu ‘zo deomp adrenkañ tonioù kozh na sonomp ket mui ken ivez. Setu m’ho peus c’hoant da adklevet an ton mañ ton ez eus tu deoc’h laoskel ur gerig deomp dre hor facebook pe kas ur mail da startijenn@facebook.com

Enrolladenn da zont ‘pad an troiad hañv ha pladenn da zont ‘maez e fin ar bloaz mañ.

Labour ‘zo war ar stern, bec’h dezhi ha Pakit holl !

© Eric Legret