10/01/2013

Nevezenti 2013

Bloavezh mat d’an holl !

Stank eo bet ar bloavezh 2012 evit ar strollad, lusket gant abadennou niverus e Breizh koulz hag e Bro-C’hall, en Izel-Vroioù hag e Bro-Spagn. Gant ar berzh bevet ganeomp e-kerzh sonadegoù gentañ ar grouidigezh « STARTIJENN-EL TaQA » e rankomp lavaret deoc’h e vo birvidik ar bloavezh 2013 !

⁃    Ar bladenn « STARTIJENN-EL TaQA » a vo embannet e miz here.

⁃    Ul lies-skingasadenn dele eus ar sonadeg « STARTIJENN-EL TaQA e YAOUANK 2012 » a vo e deroù ar bloavezh war ar chadennoù TV Rennes, Tébéo, Ty Télé ha Télé Nantes. Tri don a zo posubl da welet war Youtube : Pakit holl !, An Dro, Cercle.

⁃    Deiziadoù deroù ar bloaz a zo dija enlinenn war al lec’hienn : kenderc’hel a ra ar strollad da seniñ evel-boazh da 6 soner er festoù-noz koulz hag er sonadegoù.

⁃    Kregiñ a raio ar strollad da sonaozañ tonioù nevez da enrollañ ur bladenn all e kerzh ar goañv a zeu.

⁃    Aozet e vo un darvoud-meur da lidañ pemzek vloaz ar strollad en diskar-amzer o tont e Konk-Kerne.

Ken ar c’hentañ amañ hag ahont !

Ken@vo