Ar blijadur hon eus bet da vont da seniñ e Roazhon war leurenn ar « Parquet de Bal » evit ur sonadeg 52 munud hag a vo skignet d’an 31/12/2020 war ar chadennoù TV Roazhon, Tébéo, Tébésud.
Trugarez da Skeudenn Bro Roazhon (Festival Yaouank).

Startijenn eo ar strollad lakaet war wel ar sizhun-mañ evit Global Music Match.
Diwar intrudu Sounds Australia, Showcase Scotland Expo hag East Coast Music Association (ECMA), 13 ajañs ezporzhiañ sonerezhioù eus ar bed a-bezh o deus divizet kenlabourat a-benn kinnig ha lakaat war wel un dibab arzourien.
Setu ur video nevez da ginnig Startijenn en estrenvro, emichañs e roio c’hoant da c’houzout hiroc’h diwar benn hor strollad ha sonerezhioù Breizh.
Trugarez da Spectacle Vivant en Bretagne da vezañ lakaet ac’hanomp ‘barzh ar jeu.
Adkavit Tangi Oillo en abadenn Bali Breizh war Frañs 3 Breizh d’ar sadorn 23 a via Mae da 10e45.
Troet e oa bet an abadenn e miz C’hwevrer.
Aozet eo an droiad mañ gant sikour bureau export, spedidam ha spectacle vivant en bretagne