31/03/2013

war ar roll ‘vit miz ebrel

Sonet ‘vo gant Startijenn El-TaQa er Festival Eurofonik e Naoned (44) : d’ar sadorn 6 a viz ebrel, war al leurenn vras just araok Sharon Shannon ha Lo Cor de la Plana.
www.eurofonik.fr

Da heul e vo paotred Startijenn e fest-noz skoazell stourm a enep raktres aerborzh Kernistron al Lann d’ar gwener 12 a viz ebrel e Brest, sal ar prezegennoù, dindan an ti kêr. War ar roll ‘zo ivez Hamon Martin Quintet ha Rhapsoldya.

Laret e oa bet e vefe bet un abadenn gant Startijenn d’ar sadorn 20 a viz Ebrel en Asturias (Bro Spagn), e Mieres. Alas, ne vo ket nullet eo bet an traoù, ur wech all marteze.

Memestra ‘vo kemeret ganto hent ar su ganto, da vont seniñ da Euskadi ‘vit Nafarroaren Eguna d’ar 27 & 28 a viz Ebrel e Baigori.

Da c’hortoz, setu amañ ur video eus ar fest-noz a oa bet evit Festival Roue Waroch e Pleskob penn kentañ miz Meurzh gant Julien Stévenin ouzh ar gitar-boud.