Echu Paker Tour an Hañv 2019

10 /09 /2019

Setu echuet Paker Tour an hañv-mañ. Breizh, Bro C’hall, Damemark, Bro Skos, Spagn… war an hent omp bet kalz ha plijadur e-leizh ‘zo bet !

Trugarez vras d’an holl aozerien ha festivalioù o deus bet degemeret ac’hanomp.
Trugarez da Yann Pelliet, Erwan Le Gars, Paker Prod.
Trugarez d’hon deknikourien: Ludovic Mesnil, Ronan Fouquet, Yann Barbay, Ludovic Florez.

Ha trugarez vras deoc’h holl c’hwi arvesterien hag a zo bet o wellet ac’honomp e lec’h mañ lec’h.

An abadenn gentañ da zont a vo d’ar sadorn 28/09 e Pleurestud (35).
Roll deiziadoù fin ar bloaz a zo war hol lec’hienn : www.startijenn.bzh.

Pakit holl !