15/03/2018

Paker Noz #1 : 10 vloaz hol label Paker Prod

Abaoe 2008 ez eo bet embannet ouzhpenn 25 pladenn gant hol label Paker Prod : Startijenn, Fred Guichen, Jacques Pellen, Pevarlamm, Vincendeau / Felder, Rhapsoldya, Arnaud Ciapolino, Le Bour / Bodros…

A-benn lidañ 10 vloaz ar strollad, setu lañset ar c’hentañ Paker Noz, e Karaez lec’h ma oa kroget an traoù.