Startijenn & Cyril Atef © Samuel Berthet, Gwenael Oillo

Startijenn & Cyril Atef, danvez-tarzh krouet en ur meskañ ar strollad festoù-noz milanavezet gant ur mailh war « jedoniezh an tosañ » : Cyril Atef e anv, gant ar batri, ar vouezh hag an talmoù elektronek.

 

Diwallit ! War gresk ez aio an trañs, kaset da benn gant levezonioù a bep-seurt ha nerzhioù dastumet tro-war-dro gant paotr barrek ar Groove hag ar sonioù hollvedel. (Great Black Music, Afrika, Antilhez, Broioù ar sav-heol, Brezil, Jungle, Rock).

 

Cyril Atef, arzour etrevroadel ampart, a zo gouest da gemer perzh e kement raktres a zo en Underground (Olympic Gramofon, Bumcello ) kement hag er sonerezhioù poblel boutin (-M-, Bernard Lavilliers, Alain Bashung, Salif Keita).

 

Lidet e vo bed ar Fest-Noz en ur mod Funk-Voodou gant sikour ur pezh mell « Sorser-Talmer » trelatet prest da zieubiñ energiezhioù foll an arvesterien !

emgav d’ar sadorn 16 aviz C’hwevrer 2019 e Festival Roue Warok, Pleskob (56) evit an abadenn gentañ.

 

poltred © Samuel Berthet, Gwenael Oillo