10/02/2017

Startijenn 2017 : 20 vloaz

Warlec’h bezañ bet embannet ur bladenn nevez Paker Tour, setu prest paotred Startijenn da lidañ o 20 vloaz war al leurennoù e 2017. Ar strollad a zo o kregiñ gant un droiad e lec’h ma vint klevet war leurennoù Breizh ha Bro C’hall. Beajoù brav a vo ivez da gaout en estrenvro.