STARTIJENN ‘zo anezhañ unan eus ar strolladoù pennañ war leurenn sonerezh Breizh. Diouzh gwrizioù don an hengoun keltiek e Breizh, e tenn paotred STARTIJENN ar sev hag a ro tu dezho, en ur dremen dre gwenodennoù nevez etre ar rock hag ur mod-seniñ alternativel, da grouiñ ur sonerezh eus Breizh a-vremañ, tri-mil-nerzhus, bev hag efedus.

Ganto, e nij laouen sonerezh Breizh a-us d’he harzoù, ha setu abalamour da betra eo deuet STARTIJENN da vezañ sellet outañ e-giz ur gwir strollad World Music.

Ar strollad-mañ, ennañ c’hwec’h den yaouank, en deus kavet e hent war al leurennoù brasañ e Breizh (Gouel an Erer Kozh, Emvod ar Gelted en Oriant, Gouelioù Meur Kerne…) kerkoulz hag en Europa a-bezh (Bro-C’hall, Bro-Alamagn, Bro-Velgia, Bro-Spagn,an Izelvroioù, Bro-Bologn, Bro-Slovakia, Bro-Suis…), e-giz un houarn-goaf o kas keloù eus ar birvilh a zo e sonerezh o bro.

Daou briz zo aet e 2009 gant o eil bladenn Pakit holl! : ar priz « Gwellañ pladenn ar bloavezh e sonerezh Breizh » roet gant « Produet e Breizh » hag ar priz « Taol Kalon » roet gant « Sonerezh ha Dañs e Penn-Ar-Bed ».

Kroget eo paotred STARTIJENN da foetañ bro en-dro ar bloaz-mañ, evit difenn o fladenn nevez ‘Kreiz da fas! , mesket enni binviji-seniñ hengounel ha binviji-lusk nerzhus ken ha ken. Diskouez a ra mat an albom-mañ ar c’hoant a zo gant ar strollad da derriñ ar rakvarnadennoù diwar-benn sonerezh ar bobl, ha da lakaat ar fest-noz war renk ar sonerezh etnek.

Gant an trede albom-mañ, eo aet ar maout evit priz « Gwellañ pladenn ar bloavezh e sonerezh Breizh » roet gant « Produet e Breizh » e miz Mae 2011.
Dre meur a ouel-meur e Breizh, en Europa, hag e..Malayzia, war Enez Borneo, e tremeno o zroiad 2011.

E 2012 e krouont an abadenn STARTIJENN EL-TAQA evit lidañ pemzek vloaz ar strollad o pediñ ar c’haner raï Sofiane Saïdi, an tabouliner Jérôme Kerihuel, Erwan Moal ouzh ar gitar dredan ha Erwan Volant ouzh ar gitar-boud. Ur bladenn eus an abadenn-se ‘zo deuet ‘maez e miz Du 2013, ur bladenn live ‘bet enrollet e kerzh festivalioù an Erer-Kozh, Gouelioù-meur Kerne, Gouel Etrekeltiek an Oriant, Eurofonik, Yaouank hag e sal La Carène e Brest.

E miz Mae 2015 e embann ar strollad ur bladenn nevez « Skeud ».

  • Julien Stévenin

    gitar-boud
  • Youenn Roue

    bombard
  • Lionel Le Page

    biniou & uilleann-pipes
  • Tangi Le Gall-Carré

    boest an diaoul
  • Tangi Oillo

    gitar